Bugul (ar)
Lakaet enlinenn d’an 30.12.2025,
daskemmet d’ar 07.01.2026.
daskemmet d’ar 07.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Bugul (ar), anv gourel.
Steredenn eus steredeg Kerdudwal, Arcturus hec'h anv skiantel. Heñvelster : Mazh.
Merkañ a ri Mazh (anvet c’hoazh ar Bugul) anezhi ar pevare gwelevusañ steredenn, orañjez he gouloù; e-tro diwezh an nevez-amzer ez eo ar steredenn gentañ a weler goude ar c’huzh-heol. Evit he c’havout, kendalc’h ’ta gant gwalenn-gelc’h tri marc’h Karr Arzhur. (Seubil-Kernaodour, 1988:19b)
Anvet e ivez ar steredenn-se ar Bugul, rak seblantout a ra bezañ o tiwall an Arzh (Karr Arzhur). (Seubil-Kernaodour, 1988-a:19b) [Lenn : « Anvet eo ivez ».]
Testeni
1988 : « Bugul (ar): Arcturus » (Seubil-Kernaodour, 1988:26a).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.