Meurzh
Lakaet enlinenn d’ar 04.01.2026,
daskemmet d’an 21.01.2026.
daskemmet d’an 21.01.2026.
Berradurioù : bl. bloavezh ; niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
Meurzh, anv.
Planedenn eus Koskoriad an Heol hag a zo hec'h amestez en-dro d’an Heol etre hini an Douar ha hini Yaou.
Er stirèd-rid Merh, er Verlehuên ha Merhér ou dès ou disqueu hag ou loéradeu, èl el loér. (Le Tuaut, 1876:49) [Ar stered-red Meurzh, ar Verlaouen ha Merc'her o deus o diskoù hag o loaradoù, èl al loar.]
Ni e zeli bermen turul hur sèl pêlloh doh en hiaul, ha ni e huélou ur stiren-rid aral, hanhuet Merh, péhani e zou eih million leàu ha hantér-hand doh en hiaul, hag e receu ul lod ag hé splandér a nehou. (Le Tuaut, 1876:49) [Ni a zle bremañ teurel hor sell pelloc'h doc'h an heol, ha ni a welo ur sterenn-red arall, hanvet Meurzh, pehani a zo eizh milion lev ha hanter-c'hant doc'h an heol, hag a resev ul lod ag he splannder anehoñ.]
Hanhueu er stirèd-rid-men e zou bet reit d’en déieu ag er suhun : èl-cé dé sul e senefi dé en hiaul, dies Solis ; dé lun, dé el loér , dies Lunæ ; dé merh, dé Merh , dies Martis ; dé merhér, dé Merhér, dies Mercurii ; dé rieu , dé Rieu, dies Jovis ; dé gùinér, dé Gùinér, dies Veneris ; dé sadorn , dé Sadorn, dies Saturni. (Le Tuaut, 1876:50) [Hanvioù ar stered-red-mañ a zo bet roet d’an dezioù ag ar sizhun : èl-se disul a signifi dez an heol, dies Solis ; dilun, dez al loar , dies Lunæ ; dimeurzh, dez Meurzh , dies Martis ; dimerc'her, dez Merc'her, dies Mercurii ; diriaou , dez Yaou, dies Jovis ; digwener, dez Gwener, dies Veneris ; disadorn , dez Sadorn, dies Saturni.]
Distroomp var hor c’hiz ha deomp da glask ar stereden ruzard hanvet Mars, pe Meurs. (Ar C'haer, 1907:228)
Merkañ a ri:
— ar Mael Ruz (pe Priñs Ruz), ur geursteredenn welevus-tre, arruz he liv hag a zo arabat he c’hammgemer evit ar blanedenn vMeurzh (ruz ivez);
— Daoulagad ar C’hazh, anezhe ur c’houblad steredennoù e lost ar Grug, tost-tre an eil d’egile. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:20b)
Hervez ar prantad e c’hellfor arvestiñ ivez ouzh Meurzh (arruz), Yaou (gwenn) ha Sadorn (orañjez). (Seubil-Kernaodour, 1988-b:24a)
Testeni
1988 : « Meurzh: Mars » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26k).
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann-Frañsez ar C'haer, Jean-François Caër.
Oberennoù ha pennadoù
- Caër, Jean-François : 1907. « Daoust hag ar stered a zo poblet ? ». Feiz ha Breiz, 8vet bl., niv. 8, Here 1907, p. 227-230.
- Le Tuaut, J. : 1876. Timothé pé diviseu a zivout er fé hag en espéranç a grechéneah. Gwened : Moullerezh Galles.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.