Mael Ruz (ar)
Lakaet enlinenn d’an 03.01.2026,
daskemmet d’ar 07.01.2026.
daskemmet d’ar 07.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Mael Ruz (ar), anv gourel.
Divsteredenn eus steredeg ar Grug, Antares hec'h anv skiantel. Heñvelster : Priñs Ruz.
Merkañ a ri:
— ar Mael Ruz (pe Priñs Ruz), ur geursteredenn welevus-tre, arruz he liv hag a zo arabat he c’hammgemer evit ar blanedenn vMeurzh (ruz ivez);
— Daoulagad ar C’hazh, anezhe ur c’houblad steredennoù e lost ar Grug, tost-tre an eil d’egile. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:20b)
Testeni
1988 : « Mael Ruz (ar): Antares » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26k).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.