Maen ar Binvidigezh
Lakaet enlinenn d’an 03.01.2026,
daskemmet d’ar 07.01.2026.
daskemmet d’ar 07.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Maen ar Binvidigezh, anv gourel.
Hollad stered eus steredeg an Naer, Alya hec'h anv skiantel, ennañ un divsteredenn hag ur steredenn all er-maez eus ar reizhiad-se.
Evit kavout anezhi, klask dindan ar C’heur ur steredenn skedus a ra kern penn tric’hornek Peredur; merk an daou goublad stered a ra e zivskoaz ha tres e bezh korf hirgarrezek hag e vrec’h kleiz krog e penn a-raok an naer (a zo e benn dindan Arc’hanrod); krog eo e vrec’h dehoù e lost an naer ha Maen ar Binvidigezh a anver ar steredenn a zo e beg al lost. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:20b)
Testeni
1988 : « Maen ar Binvidigezh: Alya » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26k).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.