Mabon

Lakaet enlinenn d’an 31.12.2025,
daskemmet d’ar 07.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Mabon, anv gourel.

Steredenn eus steredeg ar Ri, Betelgeuse hec'h anv skiantel.

Ar Ri (ar Roue), anvet ivez ar Rastell: ar steredeg dispar-se a c’helli arvestiñ outi etre miz Kerzu ha miz Meurzh. Ne c’hellez ket c’hwitout warni: bezañ emañ ouzh hec’h ober teir steredenn welevus a-steud (war ul linenn) ha tost an eil d’eben [graet e vez anezhe an Tri Roue (anvet ivez Gouriz ar Ri)] ha div steredenn all gwelevus kenañ: — Mabon, arruz, lec’hiet war harzoù an Hent Gwenn, ur geursteredenn anezhi (400 gwezh brasoc’h he zreuzkiz eget hini an heol); — Riwall, arc’hlas, goursteredenn anezhi peogwir ez eo he zreuzkiz 33 gwezh breasoc’h eget hini an heol. (Seubil-Kernaodour, 1988:24b-25a)
Skeudenn ur roue-hemolc’her (= chaseer) eo ar steredeg dispar-mañ. Kavout a reer e anv evit ar steredenn vrasañ : Mabon. (Seubil-Kernaodour, 1988:25a)
Pa vez huel ar Ri en oabl e c’heller niveriñ seizh steredenn c’houloù en tachad-oabl strizh-mañ: c’hwec’h anezhe a ra ur c’hwec’hkogn (ar Saezh, Amaezhon, Kian, Steredenn ar C’hi, Riwall ha Ruzan) hag ar seizhvet, en e greiz, Mabon, an hini welevusañ. (Seubil-Kernaodour, 1988:25b)

Testeni

1988 : « Mabon: Betelgeuse » (Seubil-Kernaodour, 1988:26k).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.