Lez Don
Lakaet enlinenn d’an 18.02.2025,
daskemmet d’an 10.03.2025.
daskemmet d’an 10.03.2025.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger ; st. eb stumm etrebroadel.
Termenadur
Lez Don, anv benel.
Steredeg Cassiopeia hec'h anv skiantel. Heñvelster : Kasiopeia.
Lez Don a gavi e beg ul linenn o vont diouzh rod a-raok Karr Arzhur (an hini nesañ d’ar Marc’h-tirleur), o tremen dre ar Sterenn, hag enni div wezh ar pellder etre an div steredenn-se: da lavaret eo emañ ar Sterenn keit-ha-keit etre Lez Don ha Karr Arzhur. (Seubil-Kernaodour, 1988:18a)
Lez Don zo lodek en Hent Gwenn hag a vez uhel en oabl e-tro diwezh an diskar-amzer pe deroù ar goañv. (Seubil-Kernaodour, 1988:18b)
Peder steredenn welevus a-garrez a verzi diboan en oabl; emañ div steredenn ar pezh karrez-se war ul linenn o vont eus ar Sterenn trema eil steredenn W Lez Don. (Seubil-Kernaodour, 1988:23a)
Testenioù
1931 : « lez Don », diwar ar c'hembraeg (Vallée, 1931:100b, pg. « Cassiopée »). 1957 : « Les Don » (Keraod, 1957:87).
Kenstrolladur
Eus ar pennanv lez hag an anv divoutin Don.
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Vallée, François Vallée.
Oberennoù ha pennadoù
- Keraod, Perig : 1957. Sturier Bleimor, niv. 4, miz Kerzu 1957, p. 86-87
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Impr. commerciale de Bretagne.