kaour
Lakaet enlinenn d’an 02.01.2026.
Berradurioù : bl. bloavezh ; niv. : niverenn ; p. pajennoù : pg. pennger.
Termenadur
kaour, -ed, pennanv gourel.
Boud faltazi eus ar mojennoù, kalz brasoc'h eget an dud. Heñvelsterioù : ramz, roñfl.
Eun devez, tra ma kane evelse e welas en eur prad druz, en tu-hont d’an aven, eur pez kaour o tiwall saoud lart ha teo. (Dewi, 1929:295)
Mont a rin, pa ne ve nemet evit laerez ar c’haour divalo-hoñt. (Dewi, 1929:296)
Ar c’haour barvek a yeas ruz-glaou gand ar gounnar. (Dewi, 1929:296)
… Antronoz e varvas an eil kaour. (Dewi, 1929:297)
Mintin mat ec’h en em lakeas en heñt da vont da gastell ar c’haoured, e vaz en e zourn. (Dewi, 1929:297)
– Me, eur strobineller kaez, klozet gant ar c’haoured kriz el lestr pri a welez da drede war ar stal, en tu dehou ; torr ar pod, ne vin ket dianaoudek en da geñver. (Dewi, 1929:299)
– Lavar d’in bremañ Glazriig, penaos out deut da stal ar c’hoz kaoured-se. (Dewi, 1929:300)
Kinnig a rejont d’ezañ mont da veva ganto kevret da gastell ar c’haoured. (Dewi, 1929:306)
N’ouzer ket re vat peseurt keur (ramz) a zo skeudennet amañ. (Seubil-Kernaodour, 1988:23a)
Anv divoutin
Eus ar pennanv kaour e teu an anv divoutin Kaour (ar C'h.).
Gerdarzh
Diwar ar predeneg *ko-uaros (Deshayes, 2003:369, pg. kaour) pe *co-uaros (Deshayes, 2021:416, pg. kaour).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Deshayes, Albert : 2003. Dictionnaire étymologique du breton. Douarnenez : Chasse-Marée.
- Deshayes, Albert : 2021. Dictionnaire étymologique du breton. Ar Chapel-Ervoreg : Éditions Label LN.
- Dewi, G. : 1929. « Yann e vaz houarn ». Feiz ha Breiz, 56vet bl., niv. 8, Eost 1929, p. 291-306.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.