Jupiter
Lakaet enlinenn d’an 10.01.2026,
daskemmet d’an 21.01.2026.
daskemmet d’an 21.01.2026.
Berradurioù : bl. bloavezh ; niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
Jupiter, anv.
Planedenn eus Koskoriad an Heol hag a zo hec'h amestez en-dro d’an Heol etre hini Meurzh ha hini Sadorn. Heñvelster : Yaou.
Goude ar peder-ze en-em gav Jupiter unan d’eus ar re vrillanta. (Lebreton, 1848:16)
An teïr divéa-ma o d’eus ive evel an douar compagnonet pere a ra an dro deze evel ma ra all loar an dro d’an douar : Jupiter an eus pêvar, Saturn , ouspen eun dra all a berticulier , d’eus a behini e comsin divézatoc’h aman , an eus séiz , hac Herschell c’hoêc’h. (Lebreton, 1848:16)
Jupiter a deu goude ; ar vrassa ê d’eus ar blanèdennou ; cazi quen éclatant ha Vénus ê , hac e vent zo pêvarzec-cant guech brassoc’h evit an douar. (Lebreton, 1848:19)
Gouélet a rer en Jupiter leun a darchou , hac en dro déan a zo eur chouch immanç a êr. (Lebreton, 1848:19)
An douar an eus bet eul loar evit er sclérijenna épad an noz , ha Jupiter ervez e vent , hac abalamour d’e zistanç immanç d’eus an éol an eus obtenet péder. (Lebreton, 1848:19-20)
Goude Jupiter ha tri-c’hant no-varn-uguent million leo d’eus an éol ê placet Saturn pehini a zo no-c’hant guec’h brassoc’h evit om douar , ober e ra e dro d’an éol d’eus an Occidant varzu an Oriant evel ar blanédennou-all , en no bla varn-uguent pemp miz ha pêvarzec dervez. (Lebreton, 1848:20)
Gant a reimp dreist holl, ne glaskomp ket mont da jom d’ar peder blaneden all, Jupiter, pe Iaou, Saturn, pe Sadorn, Uranus ha Neptun, a jom ganeomp da velet. (Ar C'haer, 1907:228)
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann-Frañsez ar C'haer, Jean-François Caër.
Oberennoù ha pennadoù
- Caër, Jean-François : 1907. « Daoust hag ar stered a zo poblet ? ». Feiz ha Breiz, 8vet bl., niv. 8, Here 1907, p. 227-230.
- Lebreton, Paul : 1848. Studi var an astrou. Brest : Moullerezh J.-B. Lefournier.