Junon
Lakaet enlinenn d’an 10.01.2026.
Termenadur
Junon, anv.
Asteroidenn eus Koskoriad an Heol hag a zo e amestez en-dro d’an Heol etre hini Meurzh ha hini Yaou.
Mercur ê ar c’henta ; goude teu Vênus pehini ê ar stéréden gaër ha hanver stéréden al labourer, goude Venus e ma an douar gant e gompagnones al loar ; Mars a gaver neuse , ha goude ar peder vian Cérès , Pallas , Junon ha Vesta. (Lebreton, 1848:16)
Goude Mars e tigoê ar peder blanéden vian Vesta , Junon , Cères ha Pallas. (Lebreton, 1848:18)
Junon , eun tam brassoc’h a ra e zro en pêvar bla eïz ha c’houec’h-uguent dervez ; estima a rêr e distanç d’eus an éol daouzec-ha-pevar-uguent million léo. (Lebreton, 1848:18)
Cérès a vé pêvar bla hanter oc’h ober ê zro d’an éol ; y vent a zo evel Junon pe var dro. (Lebreton, 1848:18)
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
Lebreton, Paul : 1848. Studi var an astrou. Brest : Moullerezh J.-B. Lefournier.