Yaou
Lakaet enlinenn d’ar 04.01.2026,
daskemmet d’an 21.01.2026.
daskemmet d’an 21.01.2026.
Berradurioù : bl. bloavezh ; niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
Yaou, anv.
Planedenn eus Koskoriad an Heol hag a zo hec'h amestez en-dro d’an Heol etre hini Meurzh ha hini Sadorn.
Assaiet hoah, me heah Timothé, douguein hou sèl pêlloh, ha hui e huélou er stiren-rid hanhuet Rieu, en hani vrassan ag ol er stirèd-rid , hag en hani splannan arlerh er Verlehuên. (Le Tuaut, 1876:49) [Esaeit c'hoazh, ma c'haezh Timote, dougiñ ho sell pelloc'h, ha c'hwi a welo ar sterenn-red hanvet Yaou, an hani vrasañ ag oll ar stered-red, hag an hani splannañ àr-lerc'h ar Verlaouen.]
Rieu e zou puarzêc cand gùéh brassoh eid en doar. (Le Tuaut, 1876:49) [Yaou a zo pevarzek kant gwezh brasoc'h evit an douar.]
Ha Rieu e dro ehué ar nehou é hunan é corv nàu ær, ha tro-ha-tro d’en hiaul é corv deuzêc vlai, deustou ma avanç open deuzêc mil leàu én ur ær ! (Le Tuaut, 1876:49) [Ha Yaou a dro ivez àrnezhoñ e-hunan e-korf nav eur, ha tro-ha-tro d’an heol e-korf daouzek vlez daoustoñ ma avañs ouzhpenn daouzek mil lev en un eur !]
Hanhueu er stirèd-rid-men e zou bet reit d’en déieu ag er suhun : èl-cé dé sul e senefi dé en hiaul, dies Solis ; dé lun, dé el loér , dies Lunæ ; dé merh, dé Merh , dies Martis ; dé merhér, dé Merhér, dies Mercurii ; dé rieu , dé Rieu, dies Jovis ; dé gùinér, dé Gùinér, dies Veneris ; dé sadorn , dé Sadorn, dies Saturni. (Le Tuaut, 1876:50) [Hanvioù ar stered-red-mañ a zo bet roet d’an dezioù ag ar sizhun : èl-se disul a signifi dez an heol, dies Solis ; dilun, dez al loar , dies Lunæ ; dimeurzh, dez Meurzh , dies Martis ; dimerc'her, dez Merc'her, dies Mercurii ; diriaou , dez Yaou, dies Jovis ; digwener, dez Gwener, dies Veneris ; disadorn , dez Sadorn, dies Saturni.]
Gant a reimp dreist holl, ne glaskomp ket mont da jom d’ar peder blaneden all, Jupiter, pe Iaou, Saturn, pe Sadorn, Uranus ha Neptun, a jom ganeomp da velet. (Ar C'haer, 1907:228)
Hervez ar prantad e c’hellfor arvestiñ ivez ouzh Meurzh (arruz), Yaou (gwenn) ha Sadorn (orañjez). (Seubil-Kernaodour, 1988-b:24a)
Testeni
1988 : « Yaou: Jovis » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26d).
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann-Frañsez ar C'haer, Jean-François Caër.
Oberennoù ha pennadoù
- Caër, Jean-François : 1907. « Daoust hag ar stered a zo poblet ? ». Feiz ha Breiz, 8vet bl., niv. 8, Here 1907, p. 227-230.
- Le Tuaut, J. : 1876. Timothé pé diviseu a zivout er fé hag en espéranç a grechéneah. Gwened : Moullerezh Galles.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.