Iz

Lakaet enlinenn d’an 28.12.2025,
daskemmet d’ar 07.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Iz, anv benel.

Steredenn eus steredeg Karr Ahez, Kochab hec'h anv skiantel, hag a verke ar gwellañ an norzh a-raok ma rafe ar Sterenn. Heñvelster : Sterenn gozh.

Da evezhiañ n’he deus ket ar Sterenn merket an norzh a-hed ar wezh: 400 vloaz zo e oa Iz (anvet ivez Sterenn gozh), anezhi steredenn skedusañ Karr Ahez, an hini a rae. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:18a)
An Dragon (pe Avank Du) zo anezhañ ur vras a steredeg amsplann a c’helli arvestiñ outi mat-tre adak diwezh miz Mae betek deroù miz Du. E lost a zisrann Karr Arzhur a-ziouzh Karr Ahez. Unan eus e steredennoù, Eflamm hec’h anv, lec’hiet etre Iz hag ar Marc’h-tirleur he deus diskouezet an norzh 4.000 bloaz zo hag henn gray en-dro a-benn 20.000 bloaz. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:18a) [Reizhadenn : « e-lec’h adak diwezh lenn adal diwezh… » (Seubil-Kernaodour, 1988-b:24b).]

Testeni

1988 : « Iz: Kochab » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26b).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.