Hiadez (an)

Lakaet enlinenn d’an 13.01.2026.

Berradur : st. eb stumm etrebroadel.

Termenadur

Hiadez (an), anv lies.

Gronnad digor a stered eus steredeg an Tarv, Hyades e anv skiantel. Heñvelster : Ejen (an).

Héñ eo en deûz gréat stéred Arkturus , hag Orion , hag ann Hiadez , hag ar ré a zô kuzet étrézég ar c’hrésteiz. (Ar Gonideg, 1866:620a, Job 9:9)

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann-Frañsez ar Gonideg, Jean François Marie Maurice Agathe Le Gonidec.

Oberennoù ha pennadoù

Le Gonidec, Jean François Marie Maurice Agathe (troer) : 1866. Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, kentañ levrenn. Sant-Brieg : L. Prud’homme.