Hez

Lakaet enlinenn d’an 30.12.2025,
daskemmet d’ar 07.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Hez, anv.

Steredenn eus steredeg an Alarc'h, Deneb hec'h anv skiantel.

Hez (lost an alarc’h) zo gwenn-kann ha hewel a-hed ar bloaz. (Seubil-Kernaodour, 1988:22a)
Ar strollad Erer Penwern, Hez hag an Awen a vez anvet Tric’horn ar Verdeidi. (Seubil-Kernaodour, 1988:22b)

Testeni

1988 : « Hez: Deneb » (Seubil-Kernaodour, 1988:26b).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.