Herchell

Lakaet enlinenn d’an 10.01.2026,
daskemmet d’an 23.01.2026.

Termenadur

Herchell, anv.

Planedenn eus Koskoriad an Heol hag a zo hec'h amestez en-dro d’an Heol etre hini Sadorn ha hini Neizhan. Heñvelster : Ouran.

Ac’hane o peus Saturn , ar guriussa d’eus oute-oll , anfin en eun distanç incalculabl e ma an divea hanvet Herschell pe Uranus. (Lebreton, 1848:16)
An teïr divéa-ma o d’eus ive evel an douar compagnonet pere a ra an dro deze evel ma ra all loar an dro d’an douar : Jupiter an eus pêvar, Saturn , ouspen eun dra all a berticulier , d’eus a behini e comsin divézatoc’h aman , an eus séiz , hac Herschell c’hoêc’h. (Lebreton, 1848:16)
Anfin, ar blanéden diveza ê Herschell, ( hano an hini en eus-y remerquet ar c’henta. ) (Lebreton, 1848:20)

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Lebreton, Paul : 1848. Studi var an astrou. Brest : Moullerezh J.-B. Lefournier.