Eoged (an)

Lakaet enlinenn d’ar 26.02.2025,
daskemmet d’ar 01.03.2025.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Eoged (an), anv lies.

Steredeg Pisces hec'h anv skiantel.

An Eoged zo ur steredeg ledan hag amsplann a laka da soñjal e-barzh daou eog ouzh pep a linenn-besketa ha stag an eil linenn ouzh eben diwar-bouez ur skoulm; kavout a ri ar skoulm-se dre dresañ un eeunenn a dremeno dre troad Eseot (an hini gwelevusañ) ha dre penn an Tourzh (enni div wezh ar pellder etre an div elfenn-se). (Seubil-Kernaodour, 1988:22a)
Ar Morvil, steredeg strizh hag amsplann, a c’helli gwelet etre Here ha Genver e-barzh un tachad rouez eus an oabl; rannet eo diouzh Eseot gant an Eoged; emañ e vuzell war ul linenn oc’h eren ar Sterenn, penn Eseot hag un tu eus karrez bras Marc’h. (Seubil-Kernaodour, 1988:22b)

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.