Dragon (an)

Lakaet enlinenn d’an 18.02.2025,
daskemmet d’ar 04.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. impl. stumm implijet el levrennadur.

Termenadur

Dragon (an), anv gourel.

Steredeg Draco hec'h anv skiantel. Heñvelsterioù : Avank Du, Sarpant (ar).

Awechou gand eurvad he zellou a starde
War an teir stereden galvet an tri roue ;
Pe war an Ours-Vihan, Sirius, an Ours-Vraz,
War ar C’haor, an Dragon, al Léon ha Pegaz.
(Kadioù, 1886:12)
An Dragon (pe Avank Du) zo anezhañ ur vras a steredeg amsplann a c’helli arvestiñ outi mat-tre adak diwezh miz Mae betek deroù miz Du. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:18a) [Reizhadenn : « e-lec’h adak diwezh lenn adal diwezh… » (Seubil-Kernaodour, 1988-b:24b).]
Arabat dit kammgemer penn an Dragon evit Karr Ahez hag a zo brasoc’h ha reoliekoc’h. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:18a)
Setu penaos e tispleg hon hendadoù perak e cheñch plas penn-ahel an norzh etre ar C’harr Bihan hag an Dragon. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:18a)
An Delenn zo ur steredeg vihan hañval ouzh un delenn dezhi div godenn. War unan anezhe e verki an Awen, pempet gwelevusañ steredenn, glaswenn he liv hag a c’heller spislec’hiañ a-drugarez da benn an Dragon a zo bannet etrezek enni. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:22a) [Reizhadenn : « e-lec’h div godenn lenn div gordenn » (Seubil-Kernaodour, 1988-b:24b).]

Testeni

1988 : « Dragon (an): Draco » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26a).

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm implijet el levrennadur diouzh e stumm brezhonek : Yann Kadioù, st. impl. Jean Cadiou.

Oberennoù ha pennadoù

  • Cadiou, Jean : 1886. Ivona. Montroulez : A. Chevalier.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.