Drestan
Lakaet enlinenn d’an 20.02.2025,
daskemmet d’an 02.03.2025.
daskemmet d’an 02.03.2025.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Drestan, anv gourel.
Steredeg Perseus hec'h anv skiantel. Heñvelster : Perseüs.
E-harz treid Eseot emañ Drestan, ur steredeg eus an Hent Gwenn, enni div steredenn welevus: Ildud ha Gorwenal a argemm al luc’h dioute a-brantadoù. (Seubil-Kernaodour, 1988:23b)
Ma’z teus c’hoant gwelet stered-lostek, klask kentoc’h e trowardroioù Drestan e-doug miz Eost, goude hanternoz. (Seubil-Kernaodour, 1988:23b)
E-kichen Drestan e verzi ur steredeg a bouez: Karr an Ankoù, enni ur steredenn velen, anvet ar Saezh, hogos ken lemm hag an Awen, hag a c’heller gwelet a-hed ar bloaz; evit kavout anezhi, astenn ’ta war-dreñv al linenn a dremen dre rodoù dehoù Karr Arzhur (gw. p.20-21). (Seubil-Kernaodour, 1988:24a)
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.