Avank Du

Lakaet enlinenn d’an 18.02.2025,
daskemmet d’ar 15.08.2025.

Berradurioù : eneb. enebenn ; niv. niverenn ; p. pajennoù ; tu-g. tu-gin.

Termenadur

Avank Du, anv gourel.

Steredeg Draco hec'h anv skiantel. Heñvelsterioù : Dragon (an), Sarpant (ar).

An Dragon (pe Avank Du) zo anezhañ ur vras a steredeg amsplann a c’helli arvestiñ outi mat-tre adak diwezh miz Mae betek deroù miz Du. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:18a) [Reizhadenn : « e-lec’h adak diwezh lenn adal diwezh… » (Seubil-Kernaodour, 1988-b:24b).]

Evezhiadenn

Testeniekaet eo an anv evel ur c'henstrollad strizh,

  • e henvrezhoneg : « proram ad litus detorquens, accedit ad quamdam rupem quam uicini proprio nomine dicunt « amachdu », adhaerentem cuidam insulae quae et ipsa uocitatur « mediona » » (Fleuriot, 1964:60a) [goude treiñ ar frigalion war-zu an aod e tosta ouzh ur roc'h bennak a vez graet « Avankdu » anezhañ gant an amezeien, o stagañ ouzh un enezenn anvet « Mediona » hec'h-unan] ;
  • e krenngembraeg : « Auacdu vy mab inheu. » E Levr Taliesin (LLyfr Taliesin e kembraeg), Dornskridoù Peniarth, Levraoueg Vroadel Kembre, e Aberystwyth (The book of Taliesin, Peniarth MS 2, Llyfrgell Genedlaethol Cymru – The National Library of Wales:eneb 17, tu-g.) [Avankdu ma mab ivez.]

Evit Perig Keraod ez eus kaoz eus ur bronneg krigner koulskoude (Keraod, 1957:86). Hag e zisplegadenn a zo roet ivez gant aozerez ar skwer meneget uheloc'h : « Ar c’heur, gwelet pelloc’h, en deus lakaet seizh ejen da sachañ war ur c’harr (Karr Arzhur), hemañ o vezañ stag ouzh an avank du, evit ma teufe er-maez eus an dour un douar nevez. » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:18a)

Testeni

1957 : « Avank du » (Keraod, 1957:86).

Kenstrolladur

Eus ar pennanv avank hag an adanv du.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Fleuriot, Léon : 1964. Dictionnaire des gloses en vieux breton. Pariz : Librairie C. Klincksieck.
  • Keraod, Perig : 1957. Sturier Bleimor, niv. 4, miz Kerzu 1957, p. 86-87.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.