Brandan
Lakaet enlinenn d’an 03.01.2026,
daskemmet d’ar 07.01.2026.
daskemmet d’ar 07.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Brandan, anv gourel.
Divsteredenn eus steredeg ar Morvil, Mira hec'h anv skiantel.
Ar Morvil, steredeg strizh hag amsplann, a c’helli gwelet etre Here ha Genver e-barzh un tachad rouez eus an oabl; rannet eo diouzh Eseot gant an Eoged; emañ e vuzell war ul linenn oc’h eren ar Sterenn, penn Eseot hag un tu eus karrez bras Marc’h. Merkañ a ri ur steredenn welevus, Maloù, e korn e veol hag unan all, Brandan, war e gein. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:22b)
Testeni
1988 : « Brandan: Mira » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26a).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.