Bali ar Werc'hez

Lakaet enlinenn d’ar 15.01.2026,
daskemmet d’an 21.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

Bali ar Werc'hez, anv benel.

Steredeg Virgo hec'h anv skiantel. Heñvelster : Gwerc'hez (ar W.).

Goudeze e teu ar stered melen, gant 6.000°, evel Capella ; hag ar re domma, glaz-gwenn evel Epi, eus Bali ar Werc’hez, a bak 20.000°. (Seite, 1948:6a)
E gavet a reer ivez e KROB 7 p. 6 evit envel ar steredeg Virgo Bali ar Werc’hez : «Goudeze e teu ar stered melen, gant 6000°, evel Capella; hag ar re domma, glaz-gwenn evel Epi, eus Bali ar Werc’hez, a bak 20 000°.» (Menard, 1999:464)

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Herve ar Bihan, Hervé Le Bihan.

Oberennoù ha pennadoù

  • Menard, Martial : 1999. « Notennoù a-zivout un nebeud anvioù brezhonek a ya da envel ar c’halaksienn Lacteus orbis ». Le Bihan, Hervé (embanner) : 1999. Breizh ha poploù Europa / Bretagne et peuples d’Europe / Brittany and peoples of Europe – Pennadoù en enor da / Mélanges en l’honneur de / Articles to honour / Pêr Denez. Lesneven : Hor Yezh ; Roazhon : Presses universitaires de Rennes. P. 457-467.
  • Seite, J. : 1948. « Savomp hon daoulagad etrezek ar stered ». Kroaz Breiz, niv. 7, Du 1948, p. 6-7.