Arkturus
Lakaet enlinenn d’an 11.01.2026,
daskemmet d’an 13.01.2026.
daskemmet d’an 13.01.2026.
Berradur : st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
Arkturus, anv.
Steredenn eus steredeg Kerdudwal, Arcturus hec'h anv skiantel. Heñvelsterioù : Bugul (ar), Mazh.
Héñ eo en deûz gréat stéred Arkturus , hag Orion , hag ann Hiadez , hag ar ré a zô kuzet étrézég ar c’hrésteiz. (Ar Gonideg, 1866:620a, Job 9:9)
Ha té a hellô strolla holl stéred luc’huz ar Pléiadez, pé skiña trô Arkturus ? (Ar Gonideg, 1866:643b, Job 38:31)
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann-Frañsez ar Gonideg, Jean François Marie Maurice Agathe Le Gonidec.
Oberennoù ha pennadoù
Le Gonidec, Jean François Marie Maurice Agathe (troer) : 1866. Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, kentañ levrenn. Sant-Brieg : L. Prud’homme.