risklañ
Lakaet enlinenn d’ar 04.03.2023,
daskemmet d’ar 04.01.2024.
daskemmet d’ar 04.01.2024.
Berradurioù : emb. gt. embannet gant ; pg. pennger ; rp. rannbennad ; s. o. sellet ouzh.
Termenadur
risklañ, verb trazeat eeun hag antrazeat.
Verb trazeat eeun. (Diwar-benn ur gensonenn r bennak.) Distagañ evel ur ruzenn. kabouilhat, kaozeal kraoñennek, komz riskl. Enepsterioù : ruilhal, rollañ.
R a vez risklet gant tud ’zo (ur gensonenn c’hourlañchenn eo neuze, da dostaat ouzh H) ha rollet gant tud all (ur gensonenn-gorzailhenn da dostaat ouzh C’H eo neuze). (Kervella, 1947:rp. 23)
Evezhiadenn : evit ar sterioù hag an implijoù all, s. o. eil embannadur ar geriadur brezhoneg unyezhek emb. gt. An Here (Menard ha Kadored, 2001).
Gerdarzh
Diwar ar c'helteg *rit-skō, « riklañ a ran » (Henry, 1900:pg. riska, riskla).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Henry, Victor : 1900. Lexique étymologique des termes les plus usuels du breton moderne. Roazhon : J. Plihon et L. Hervé.
- Kervella, Frañsez : 1947. Yezhadur bras ar brezhoneg. Skridoù Breizh.
- Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Plougastell-Daoulaz : An Here.