kraoñennek

Lakaet enlinenn d’an 09.03.2023,
daskemmet d’an 04.01.2024.

Berradurioù : bl. bloavezh ; niv. niverenn ; p. pajennoù ; sz. saozneg.

Termenadurioù

kraoñennek, adanv hag adverb.

  1. Adanv. Merket gant sonioù distilhet el lodenn a-dreñv eus ar genoù.

    brezhoneg kraoñennek, distagadur kraoñennek, mouezh kraoñennek.

    N’ouzont mui nemed ar brezonek kraouennek ha c’hoaz an hini a goumans dre « parsque » pe dre « par essamp » da lavaret eo n’ouzont nemed gallek saout ha brezonek trefoet. (Ferraccioli, 1907:178)
    Hag evel ma ne zere ket ouz eun den desket chokat eur yez a c’hiz koz evel ar brezouneg, eur yez hag a zo o koumans sevel gantan c’houez ar moeltr, eo red mat renta ar vouez kraouennok ha bastrouilhat eur briz-c’halleg bennag, evel ma ra ar re all. (An Tour-Guen, 1909:48)
    Araok ma c’hellas respont ar moraer da c’houlen ar plac’h, e voe klevet : eur vouez kraouennek o tistaga frês : Tinaïg . Tinaïg. (Souvestre ha Seite, 1941:52a)
    E vouezh a dremene buan eus ton daskrenus an entremar (pa seblante speredoù ar vuhez bezañ beuzet en ankounac'h) d'un ton nerzhus ha fraezh -- d'un doare-komz sonn, fetis, gorrek, gant un dasson kleuz, -- d'un distagadur kraoñennek ha pounner, kempouezet ha treuzskeuliataet, heñvel ouzh distilh ur mezvier touet, pe hini ul lonker opiom dibare, e barr uhelañ ar birvilh. (Poe ha Lermen, 2011-2013)
  2. Adverb. En ur zistilhañ sonioù el lodenn a-dreñv eus ar genoù en ur mod heverk.

    Kaozeal kraoñennek. kabouilhat, komz riskl, risklañ, rollañ.

    Kaozeal a ra kraouennek,
    Distaga ra peziou gallek,
    He dad a zo monsieur mon père!
    He vamm, ma plich ! madame ma mère !
    (Proux, 1866:30)

Troidigezh

El lennegezh : kraoñennek, sz. « guttural » (Poe ha Lermen, 2011-2013).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • An Tour-Guen, Ioen : 1909. « Mennoziou ar Genvreuriez ». Feiz ha Breiz, 10vet bl., niv. 2, C'hwevrer 1909, p. 47-49.
  • Ferraccioli, Mauris : 1907. « Lizher da Julianik ». Feiz ha Breiz, 8vet bl., niv. 6, Eost 1907, p. 176-179.
  • Poe, Edgar ; Lermen, Françoise (troerez) : 2011-2013. Diskar Ti Usher. Diembann.
  • Proux, Prosper : 1866. « Ar zoudard fougeer » Bombard Kerne. Jabadao ha kaniri. Poésies bretonnes de M. Prosper Proux avec traduction française en regard. Gwengamp : Imprimerie P. Le Goffic. P. 28-35.
  • Souvestre, Émile ; Seite, Visant (troer) : 1941. « An eontr milioner ». Feiz ha Breiz, 77vet bl., niv. 5-6, Mae-Mezheven 1941, p. 49-54.