droug-ar-c'harv

Lakaet enlinenn d’an 28.07.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

droug-ar-c'harv, pennanv hollek gourel.

Kleñved grevus ha poanius a c'hall bezañ tapet gant al loened ha gant an dud, a zeu eus bazhell Nikolaier hag a dag ar c'higennoù. Heñvelster : tetanoz.

Ar poezon skignet en e c’hoazied a ra evel drouk-ar-c’haro : e izili a zo sonnet, hag e zent skrangnet. (Ab Yan, 1913:376)
Meur a hini a ioa dija kroget ar prenved da zevel en ho gouliou ; ha bep ar mare unan pe unan ac’hanomp a varve, pe gant an dic’hoada, pe c’hoaz – ar pez a zo skrijusoc’h da welout, gant drouk ar c’haro. (Kannad Arvor, niv. 2069, 1919)
Emañ dindan va daoulagad, pa skrivan kement-mañ, roll ar veajourien marvet en Afrika e-pad an XIXvet kantved, anezañ eiz pajennad skritur-moul stank (50). Netra trivliusoc’h eget ar roll-se, hag ar meneg berr a zeu da heul pep ano : marvet gant kleñved, marvet diwar eur c’hratadenn-heol, marvet gant ar flus-gwadek, marvet gant ar vrec’h-du, marvet gant ar vosenn, marvet gant an derzienn, marvet gant an derzienn spanaüs, marvet gant ar wall-derzienn, marvet gant an derzienn-empenn, marvet gant droug-ar-c’haro, marvet diwar skuizder, marvet dre zizeriadur, beuzet, lazet en eun darvoud-hemolc’h, lazet gant eun olifant, drouklazet gant broïz, muntret gant broïz, h.a. (Mordiern, 1936:44)
C’houec’h drailhenn-zir bennak a oa em divesker : a drugarez Doue, hini ebet anezo ne oa bras, nag aet doun er c’hig. Eur « bikadenn » a reas din, enep droug-ar-c’haro. (Seite, 1948:13)
Ha setu m'edon an hini diwezhañ eus un hir a aridennad-vartoloded yaouank, o c'hortoz dindan an heol dirak dor ar c'hlañvdi evit bezañ « brochet » a-enep da bep seurt kleñvedoù : ar vrec'h, an difteri, droug-ar-c'harv, ha me ' oar-me ! (Pradig, 1978:446)
Stang awalh eo ar vugale a bak an « tétanos » pe droug-ar-haro. (Bleun-Brug, niv. 220, 1979, p. 17)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv droug, ar ger-mell strizh an dindan e stumm ar, hag ar pennanv karv.

Troidigezhioù

Er geriadurioù :

  • droug-ar-c’haro, « tétanos » (Vallée, 1931),
  • droug-ar-c’harv, « tétanos » (ar Glev, 1994).

Levrlennadur

Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Emil Ernod, Émile Ernault ; Reun ar Glev, René Le Gléau ; Reun ar Rouz, René Le Roux ; Frañsez Vallée, François Vallée.

Kazetenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Kannad Arvor, Le Courrier du Finistère.

Kazetenn

  • Bleun-Brug, niv. 220, Here-Kerzu 1979, « Da heul ar misionerien », p. 16-17.
  • Le Courrier du Finistère, niv. 2069, 11 a viz Here 1919, « Etouez ar Boched », p. 3.

Oberennoù ha pennadoù

  • Ab Yan, Lan : 1913. « Maro eur Breizad ». Feiz ha Breiz, niv. 103, Kerzu 1913, p. 371-377.
  • Le Gléau, René : 1994. Dictionnaire classique français breton. Tome X. Situation - Zygoma. Brest : Al Liamm.
  • Mordiern, Meven : 1936. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg (Levrenn V) Diwez ». Gwalarn, niv. 86, Genver 1936.
  • Pradig : 1978. « En eñvor da Ernest ar Barzhig ». Al Liamm, niv. 191, p. 446-464.
  • Seite, Mari : 1948. « Ar brezel e Breiz-Izel. Ar pez a c’hoarvezas e Kleder d’ar 6 a viz Eost 1944 ». Kroaz Breiz, niv. 2, Mezheven 1948, p. 12-14.
  • Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Imprimerie commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]