dishouarnañ
Lakaet enlinenn d’an 21.11.2021.
Berradurioù : niv. : niverenn ; p. pajenn ; st. eb. stumm etrebroadel ; ub. unan bennak ; udb. un dra bennak.
Termenadurioù
dishouarnañ, verb trazeat eeun.
- Tennañ an houarn eus udb.
An Allmanted a zo deuet a benn da gaout eun eilved euz foriou Verdun, « le fort cuirassé de Vaux, » evel ma lavaront. Ma oa houarnet e gwirionez ar for-ze araog ar brezel, pell ’zo, me ’gred, ez oa bet dishouarnet ; hag an Allmanted n’o deuz kavet el leac’h ma oa nemed eur bern darbodou ha mein. (Kannad Arvor, niv. 1899, 1916:1d)
- Tennañ e hern digant ul loen-kezeg bennak.
(Dre skeudenn-lavar.) Dishouarnañ ub. Reiñ sakramant an nouenn da ub. Heñvelsterioù : kas e basion da ub., nouenniñ ub., nouiñ ub.
Gwelet ’m eus ar person. Aet eo da zishouarniñ ’n’añ (Fer, 2002)
Dishouarnet eo ! (Fer, 2002)
Gerdarzh
Diwar ar verb houarnañ hag ar rakger dis-.
Levrlennadur
Kazetenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Kannad Arvor, Le Courrier du Finistère.
Diell
Fer, Christiane (enklaskerez) : 2002. « Enquête ethno-linguistique à Poullaouen - 2002-06-25 ». Pladenn arc'hant Spered Ar Yezh 29-071-05, restr SAY2907105. Dastum.
Kelaouenn
Le Courrier du Finistère, niv. 1899, 17 a viz Mezheven 1916, « La guerre. Eiz dez brezel », p. 1.