gour-

Lakaet enlinenn d’ar 16.02.2023,
daskemmet d’an 22.02.2023.

Berradurioù : emb. gt. embannet gant ; fesk. feskenn ; m. gt. meneget gant ; s. o. sellet ouzh.

Termenadurioù

gour-, rakger.

  1. [Staget ouzh ur pennanv.]
    1. Bras.
      • gourbiolin
      • gourhent
      • gourmarc'had
      • gourrebed
      • gourstal
    2. Tad, mamm, diagentiad, diagentiadez.
    3. (Dre gemmesk gant gou-.) Bugel, diskennad.
  2. [Staget ouzh ur verb.] En tu-hont d’ar pezh a vefe dereat.
    • gourleuniañ

Evezhiadenn : evit ar sterioù hag an implijoù all, s. o. eil embannadur ar geriadur brezhoneg unyezhek emb. gt. An Here (Menard ha Kadored, 2001).

Perzh rannyezhel

Ne seblant ket degas kemmadur ebet en un takadig eus gevred Bro Gwened. Dastumet eo bet ar stumm « gourtad-kozh » evit gourdad-kozh e Lokmaria-Kaer ha Lokmaria-ar-Gerveur, hag ar stumm « gourtad-ioù » evit gourdad-ioù e Lokentaz (Ar Rouz, 1963:k. 575).

Notennoù

Hervez Henri (1900:139) ez eus daou rakger disheñvel. Ar rakger bihanaat gour- a vefe un astumm eus *gar-, marteze levezonet gant ar rakger kreskiñ gour-.

Ar rakger gour- a c'hall bezañ drougvesket gantañ ar rakger gou-, hag a vez distaget [ɡur] e gwenedeg (Deshayes 2003:37). Erlerc'hiet eo bet ouzh gou- e gerioù zo zoken, dre gemmesk gant ar rakger-se (Vallée, 1931:XXXIV ; Kervella, 1947:466, § 883 ; Favereau, 1997:81, § 194).

Kozh a-walc'h eo ar c'hemmesk-se evit ar gerioù a denn d’ar familh, evel ma tiskouez ar stumm gourny a gaver er c'hentañ moulladur eus ar C'hatolikon (Lagadeuc 1499:37). Renkadur ar ger, etre gon ha gounidec, a ziskouez ez eo bet daskemmet e stumm skrivet en embannadur-se. En dornskrid e oa skrivet gounj avat (Lagadeuc 1464, m. gt. Ernod, 1895:283). Moarvat ez eo bet levezonet gourniz ha gourvab gant ar gerioù gourdad, goureontr, gourvamm, gourvoereb, en hevelep doare m’eo bet savet mab-kuñv diwar skouer tad-kuñv ha mamm-guñv.

Gerdarzh

Dont a ra gour- eus an henvrezhoneg uuor- (Deshayes 2003:37).

Levrlennadur

Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Emil Ernod, Émile Ernault ; Frañsez Favereau, Francis Favereau ; Pêr ar Rouz, Pierre Le Roux ; Reun ar Rouz, René Le Roux ; Frañsez Vallée, François Vallée.

Oberennoù ha pennadoù

  • Deshayes, Albert : 2003. Dictionnaire étymologique du breton. Douarnenez : Chasse-Marée.
  • Ernault, Émile : 1895. Études grammaticales sur les langues celtiques. Tome II. Glossaire moyen-breton. Deuxième édition corrigée et augmentée. Première partie (A-G). Pariz : Librairie E. Bouillon.
  • Favereau, Francis : 1997. Grammaire du breton contemporain – Yezhadur ar brezhoneg a-vremañ. Montroulez : Skol Vreizh.
  • Henry, Victor : 1900. Lexique étymologique des termes les plus usuels du breton moderne. Roazhon : J. Plihon et L. Hervé.
  • Kervella, Frañsez : 1947. Yezhadur bras ar brezhoneg. Skridoù Breizh.
  • Lagadeuc, Jehan : 1464. Catholicon. Eilskrid un dornskrid kollet. Miret e Levraoueg broadel Bro-C'hall, niverennet « fons latin 7656 ».
  • Lagadeuc, Jehan : 1499. Catholicon. Landreger : Jehan Calvez.
  • Le Roux, Pierre : 1963. Atlas linguistique de Basse-Bretagne, 6vet fesk. Roazhon : Plihon et Hommay.
  • Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Plougastell-Daoulaz : An Here.
  • Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Imprimerie commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]