achapadenn
Lakaet enlinenn d’ar 15.07.2020,
daskemmet d’an 27.04.2024.
daskemmet d’an 27.04.2024.
Berradurioù : emb. gt. embannet gant ; pg. pennger ; r. gt. resisaet gant ; s. o. sellet ouzh.
Termenadur
achapadenn, pennanv niveradus benel.
Den aet kuit eus e vro evit tec'hel rak ur blegenn diaes.
An dez all ’moa gwelet un ba’n tele : « Le Hellec » a oa douzh kostez Marseille ; moarvad un achapadenn all. (Plourin, 2005:52, pg. achapadenn)
Evezhiadenn : evit ar sterioù hag an implijoù all, s. o. eil embannadur ar geriadur brezhoneg unyezhek emb. gt. An Here (Menard ha Kadored, 2001).
Gerdarzh
Diwar -achap-, pennrann ar verb « achapañ », hag al lostger -adenn.
Troidigezhioù
El levrioù :
- achapadenn, « emigré » (Plourin, 2005:45),
- achapadenn, « emigré », r. gt. « exilé » (Plourin, 2005:52).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Plougastell-Daoulaz : An Here.
- Plourin, Jean-Yves : 2005. Tammoù gwaskin – au cœur du breton légitime. Brest : Éditions Armeline.