gourvamm

Lakaet enlinenn d’an 02.11.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

gourvamm, -où, pennanv niveradus benel.

Maouez a ziskenner anezhi.

Un Ivan Ochkoch a zeuas da Vro-Saoz gant Pêr Veur. Dimeziñ a reas d' ur c'hourvamm din. (Leacock ha Konan, 1973:127)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv mamm hag ar rakger gour-.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Leacock, Stephen B. ; Konan, Jakez (troer) : 1973. « Kevrin Lord Pennejen ». Al Liamm, niv. 157, 1973. P. 124-130.