gourvab, gouvab

Lakaet enlinenn d’an 28.11.2021,
daskemmet d’an 19.06.2023.

Berradurioù : bl. bloavezh ; emb. gt. embannet gant ; niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; s. i. o. sellet ivez ouzh ; s. o. sellet ouzh ; t. gt. troet gant.

Termenadurioù

gourvab, gourvibien ; gouvab, gouvibien, pennanv niveradus gourel.

  1. Mab d’ar mab pe d’ar verc'h. Heñvelsterioù : douaren, mab-bihan, niz.
    • [Dindan ar stumm gourvab.]
      Mab, gourvab ha gourniz moraerien ha tieien e oan, hag edon pennet, a-berz Doue, diharz, war ar vag, liesstummet e aotrouniez er vereuri. (Kerverzhioù, 1938:7)
      Nac'het e voe ouz va c’herent a-vihanik, komz brezoneg gant o c’herent o-unan. […] Gant-se, na vezit ket souezet ma lavaran d’eoc’h war eun dro, ne voe ket ar gourvab evit beza desket […] ha savet, gant harp yez e vro ! (Ravalleg, 1940:92)
    • [Dindan ar stumm gouvab.]
      Ha pa zeuio diwezhatoc'h hor gouvibien
      Ouzh hor bezioù da zaoulinañ,
      E veskint gant o fedennoù
      Anvioù sakr o breudeur henañ.
      (Sándor Petőfi, t. gt. Glanndour, 1957:10)
  2. Mab d’ar mab-bihan pe d’ar verc'h-vihan. Heñvelsterioù : gourniz, gourzouaren, mab-kuñv.
    N’eo ket Tanguy ar C’hastell, koulskoude, eo a zavas chapel Itron Varia Rekourans, war al leveou nevez en devoa bet Kilbignon, met eur gourvab, da lavaret eo mab eur mab bihan d’ezan, Olier e hano, hag a oa kabiten Kastell Brest, er bloaz 1412, evel ma oa bet e unan, pevar ugent vloaz kentoc’h. (Perrot, 1940:198)
    He zad, Herri III Avaogour, kont Gouelou abaoe 1301, a oa war-eeun gourvab Herri Avaogour, dibourc'het gant Per Brizhkloareg. (La Borderie ha Hemon, 1974:431)
  3. Paotr pe waz e-keñver un hendad pe hendadoù. Heñvelsterioù : diskennad, niz (el liester)
    Bez’ e hell beza anezo — hag о yezou hag о neuz-ouenn a dennfe d’hen ana­taat — gourvibien eus enbroerien deuet di eus ar C’hornog. (Mordiern, 1934:27)
    Gourvab da Adam. (Gwalarn, niv. 125, 1939)
    Dirazoc'h c'hwi holl, tadoù kozh hor gouen,
    Tud veur hor bro-ni, tierned ha sent
    Hag a savas Breizh en He stad a-gent,
    Ni, ho kourvibien, e stouomp hor penn.
    (Langleiz, 1948 ; s. i. o. ar Bihan, 1975:263)
    Mab d'ur c'habiten a vor eus Pempoull, gourvab d' ul lignez moraerion, kilvizion-listri hag amenuzerion, n'eo ket souezh e voe dedennet a-viskoazh gant ar mor ha gant an artizanelezh - hep bezañ bet morse martolod nag artizan. (Even, 1951:8)
    Ha daoust ha ne vefe ket an enseller Lestrade gourvab ur Yann ar Strad bennak ? (Gwalereg, 1966:414)

Evezhiadenn : ned eo meneget nag ar furm « gouvab » nag ar ster kentañ en eil embannadur ar geriadur brezhoneg unyezhek emb. gt. An Here (Menard ha Kadored, 2001).

Gerdarzh

Diwar ar pennanv mab hag ar rakger gou-, deuet da vezañ gour- peurvuiañ, dre gemmesk gant ar rakger-se.

Troidigezhioù

Er geriadurioù :

  • gourvab, « arrière-petit-fils », « descendant » (Vallée, 1931-a:305a, pg. fils),
  • gourvab, « petit-fils » (Vallée, 1931-b:809a, pg. fils ; 1948:77b, pg. fils),
  • gourvab, « arrière-petit-fils », diwar Vallée, evel m’eo meneget evit ar ster-se, « descendant » (Hemon, 1987:pg. gourvab),
  • gou(r)vab, « petit fils », diwar Vallée, evel m’eo meneget evit ar ster-se (Favereau, 1992:pg. gou(r)vab),
  • gourvab, « arrière-petit-fils » (Favereau, 1992:pg. arrière-petit-fils).

Evezhiadenn

Ar ster « mab-kuñv », bet roet gant Frañsez Vallée (1931-a:305a, pg. fils), a zo bet reizhet gant an aozer e-unan en « Addenda ha Corrigenda » e c'heriadur hag en e adc'heriadur : erlerc'hiet en deus « mab-bihan » ouzh ar ster-se (1931-b:809a, pg. fils ; 1948:77b, pg. fils). N’eus ket bet taolet evezh atav ouzh ar reizhadenn-se er geriadurioù a zo bet embannet abaoe.

Levrlennadur

Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Emil Ernod, Émile Ernault ; Frañsez Favereau, Francis Favereau ; Yann-Vari Perrot, Jean-Marie Perrot ; Reun ar Rouz, René Le Roux ; Frañsez Vallée, François Vallée.

Kelaouenn

Gwalarn, niv. 125, Ebrel 1939, « Geriou-kroaz », p. 39.

Oberennoù ha pennadoù

  • Ar Bihan, Per : 1975. « O vont davet an eñvorennoù ». Al Liamm, niv. 171, 1975. P. 260-263.
  • Ar Ravalleg, Yann Thomas : 1940. « Neuze e komprenis e oa diank d’in ». Feiz ha Breiz, 76vet bl., niv. 3, Meurzh 1940. P. 92-93.
  • Even, Arzel : 1951. « G. B. Kerverziou gouizieg, barzh ha hengouniour ». Al Liamm, niv. 26, Mae-Mezheven 1951. P. 8-13.
  • Favereau, Francis : 1992. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ brezhoneg-galleg galleg / brezhoneg – Dictionnaire du breton contemporain bilingue. Montroulez : Skol Vreizh.
  • Glanndour, Maodez : 1957. « Alexander Petöfi ». Al Liamm, niv. 61, Meurzh-Ebrel 1957. P. 8-10.
  • Gwalereg, Even : 1966. « An nor moraihlet ». Al Liamm, niv. 119, Du-Kerzu 1966. P. 414-431.
  • Hemon, Roparz : 1987. Geriadur Istorel ar Brezhoneg – Dictionnaire historique du breton. Rann 17, Gourivin - Gwaskañ. Ploveilh : Preder.
  • Kerverzhioù, G. B. : 1938. « Kentel an harlu. Envorennou ha mennoziou ». An Oaled, niv. 63, 1 trimiziad 1938. P. 2-8.
  • La Borderie, Arthur Le Moyne de ; Hemon, Roparz (troer) : 1974. « Istor Breizh La Borderie ». Al Liamm, niv. 166-167, 1974, p. 429-442.
  • Langleiz, Xavier de : 1948. « Kanaouenn. Bemdez an heol ... ». Al Liamm, niv. 11, Du-Kerzu 1948, p. 36.
  • Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Plougastell-Daoulaz : An Here.
  • Mordiern, Meven : 1934. « Istor ar bed. Stagadenn d’an trede levrenn. Nevez-varevez ar maen en Europa (diwez) ». Gwalarn, niv. 64, Meurzh 1934.
  • Perrot, Jean-Marie : 1940. « Itron Varia Rekourans ». Feiz ha Breiz, 76vet bl., niv. 9-10, Gwengolo-Here 1940. P. 197-199.
  • Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l’Impr. commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980 e Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]
    • 1931-a : korf ar geriadur.
    • 1931-b : « Addenda et Corrigenda ».
  • Vallée, François : 1948. Supplément au Grand dictionnaire français-breton. Ar Baol : Skridou Breizh. [Adembannet e 1980 e Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]