mab-kuñv

Lakaet enlinenn d’ar 04.12.2021.

Berradurioù : bl. bloavezh ; niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

mab-kuñv, mibien-guñv, pennanv niveradus gourel.

Mab d’ar mab-bihan pe d’ar verc'h-vihan. Heñvelsterioù : gourniz, gourvab, gourzouaren.

Yann III, mab kunv Yann ar Rouz, a varvas d’an 30 a viz Ebrel 1341, disher (Perrot, 1930:95)
Eur vrao a zelwenn a rafe e trepas-diavaez va mab-kuñv (Andersen ha Hemon, 1937:56)
Stirlink nadozioù
bleniet sioul gant karantez,
boned gloan d’ar mab-kuñv.
(Kervella, 2017)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv mab hag an adanv kuñv.

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann-Vari Perrot, Jean-Marie Perrot.

Oberennoù ha pennadoù

  • Andersen, Hans Christian ; Hemon, Roparz (troer) : 1937. « Marvailhou Andersen ». Gwalarn, niv. 106-107, Gwengolo-Here 1937.
  • Kervella, Annaig : 2017. « Gloan ». Al Liamm, niv. 423, Gouere-Eost 2017. P. 26.
  • Perrot, Jean-Marie : 1930. « War Roudou hon Tadou ». Feiz ha Breiz, 66vet bl., niv. 3, Meurzh 1930. P. 95-98.