gourvamm-gozh

Lakaet enlinenn d’an 02.11.2021,
daskemmet d’ar 25.02.2023.

Berradurioù : fesk. feskenn ; k. kartenn ; niv. niverenn ; not. notenn ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

gourvamm-gozh, gourvammoù-kozh, pennanv niveradus benel.

Mamm d’an tad-kozh pe d’ar vamm-gozh. Heñvelsterioù : mamm-gozh-kuñv, mamm-gun (ster 2), mamm-guñv, mamm-ioù (ster 3), mamm-ioù-gozh.

Ruth, lan a respet hac a garanté eit hé mammec Nôemi, pehani e veritas dré guement-cé hanàuet er guir Doué , a bayannès me houai ha gober un alliance inhuel dré béhani é tas de gour-vam goh er Roué David. ([Disin], 1821:XVIII)
Nemet ar c’hirvi dielc’het en hemolc’hadegou war varc’h (ha c’hoaz, gwir e c’hellfe beza kement-se, hep gouzout d’in, evit va mamm-goz ha va gourvamm-goz), n’am eus huñvreet en dilinennadou-mañ eus an danevell nemet traou gwir diwar-benn kerent d’in pe diwar va fenn va-unan. (Mordiern, 1938:64, not. 79)

gourdad-kozh.

Takad arver

Klotañ a ra ar ger gant gourdad-kozh hag a zo arveret e reter Bro an Oriant, e kornôg Bro Gwened, nemet er mervent, ha war ar Gerveur.

Gerdarzh

Diwar ar pennanv mamm-gozh hag ar rakger gour- staget outañ.

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Pêr ar Rouz, Pierre Le Roux.

Oberennoù ha pennadoù

  • [Disin] : 1821. « Abregé a histoire er bet ». Science er salvedigueah, pé thrésor er fé, composet dré ur person a escopti Guénet eit er Vretonnet ag er meme escopti, eil lodenn. Gwened : Bizette.
  • Le Roux, Pierre : 1963. Atlas linguistique de Basse-Bretagne, 6vet fesk. Roazhon : Plihon et Hommay.
  • Mordiern, Meven : 1938. « Gant Luoez an Doueed (huñvre) ». Gwalarn, niv. 115-116, Mezheven-Gouere 1938.