Tri marc'h (an)

Lakaet enlinenn d’an 08.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Tri marc'h (an), anv lies.

Lodenn eus steredeg Karr Arzhur, ar Marc'h-Leur, ar Marc'h-Tirleur hag ar Marc'h-Ambilh ouzh hec'h ober.

Karr-Arzhur (pe ar Seizh Ejen) zo seizh steredenn ouzh e ober: an div rod a-dreñv (o deus hon skoazellet evit kavout ar Sterenn hag an norzh), an div rod a-raok hag an tri marc’h (ar marc’h-ambilh en o fenn, ar marc’h-tirleur da eil hag ar marc’h-leur da drede). (Seubil-Kernaodour, 1988-a:17b)
Kastell Karr Bras: lennet ez teus uheloc’h e oa Karr Arzhur ur rann eus ar steredeg vras-se a c’heller keñveriañ ouzh un arzh war e grabanoù; an tri marc’h a rafe e benn, ar peder rod ur meni dibr war e gein ha tri c’houblad stered e bavioù. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:19a) [Dre fazi, e-lec'h : « Ar C’hastell-Karr Bras ».]

[Implijet gant anv ar steredeg.] Tri marc'h Karr Arzhur.

Merkañ a ri Mazh (anvet c’hoazh ar Bugul) anezhi ar pevare gwelevusañ steredenn, orañjez he gouloù; e-tro diwezh an nevez-amzer ez eo ar steredenn gentañ a weler goude ar c’huzh-heol. Evit he c’havout, kendalc’h ’ta gant gwalenn-gelc’h tri marc’h Karr Arzhur. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:19b)
Arc’hanrod zo ur steredeg vihan met kaer, hañval ouzh un taled, en he c’hreiz Klerwi; emañ tri marc’h Karr Arzhur durc’haet etrezek enni en tu-hont da GerDudwal. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:22a)
Emañ ar Werc’hez war he c’hein a-hed ar c’helc’htrova; emañ he fenn dindan lost al Lev, doare ganti da sellet ouzh KerDudwall.
Gowenn, he steredenn welevusañ, a gavi dre astenn gwaregenn tri marc’h Karr Arzhur etrezek Mazh.
(Seubil-Kernaodour, 1988-b:20a) [Lenn : « KerDudwal ».]

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.