Tourz

Lakaet enlinenn d’ar 06.03.2025,
daskemmet d’an 12.03.2025.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Tourz, anv gourel.

(Steredouriezh.) Kentañ azon eus an arouezkelc'h, hag a glot ouzh ar prantad eus an 21 a viz Meurzh d’an 19 a viz Ebrel. Heñvelster : Maout.

Ouzhpenn an daelerezh en elfennoù hag er modoù, ez eus ivez ahelioù an arouezioù kontrol : Tourz-Balañs, Tarv-Krug, Gevelled-Saezhataer, Krank-Gavr, Leon-Skuilher-Dour ha Gwerc'hez-Pesked. (Carvalho ha Delanoy, 2011:8a)
Eus ar c'hanedigezh (Tourz) d'ar steuzidigezh en hollved (Pesked), hollad buhez un hinienn a c'hall bezañ displeget hervez an urzh-se. (Carvalho ha Delanoy, 2011:8a)
Pep miz a c'hall servij ivez da aroueziañ ur rann resis eus ar vuhez d'ur mare bennak : Tourz-ego, Tarv-madoù danvezel, Gevelled-barregezhioù bredel, h.a. (Carvalho ha Delanoy, 2011:8a-b)

Testeni

1988 : « Tourzh » (Seubil-Kernaodour, 1988:17, 19b).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Carvalho (de), Olavo ; Delanoy, Ewan (troer) : 2011. « Daouzek miz an arouezkelc’h 2/2 ». Kannadig Imbourc'h, niv. 72, Eost-Gwengolo 2011, p. 8-10.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.