Tourz (an)
Lakaet enlinenn d’an 22.02.2025,
daskemmet d’ar 06.01.2026.
daskemmet d’ar 06.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Tourz (an), anv gourel.
Steredeg Aries hec'h anv skiantel.
An Tourzh: steredeg amspis-kenan; emañ penn an Tourzh war-vetek nebeut hanter-hent etre Eseot–Marc’h hag ar Yar hag hec’h evned; hag er penn-se emañ an div steredenn skedusañ eus ar steredeg. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:18a)
An Eoged zo ur steredeg ledan hag amsplann a laka da soñjal e-barzh daou eog ouzh pep a linenn-besketa ha stag an eil linenn ouzh eben diwar-bouez ur skoulm; kavout a ri ar skoulm-se dre dresañ un eeunenn a dremeno dre troad Eseot (an hini gwelevusañ) ha dre penn an Tourzh (enni div wezh ar pellder etre an div elfenn-se). (Seubil-Kernaodour, 1988-b:22a)
Testeni
1988 : « Tourzh (an): Aries » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26d).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.