Strinkvaen ar Werc'hez
Lakaet enlinenn d’an 29.12.2025,
daskemmet d’an 07.01.2026.
daskemmet d’an 07.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Strinkvaen ar Werc'hez, anv gourel.
Strollad peder steredenn, eus peder steredeg disheñvel, ar C'hon Hemolc'h, Kerdudwal, ar Werc'hez hag ar Morgazh, hag a stumm ul lun damheñvel ouzh ur strinkvaen pe ur sarpant-nij.
Penn a-raok al leon a vez graet ar Falz anezhañ a-wezhioù; beg e lost zo Palou, ur steredenn a Strinkvaen ar Werc’hez (a-gevret gant Mazh, Gowenn ha Kaval). (Seubil-Kernaodour, 1988-a:19b)
Ar strollad Mazh, Gowenn, Kaval ha Palou a vez graet Strinkvaen ar Werc’hez anezhañ. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:20a)
Kenstrolladur
Eus ar pennanv strinkvaen, ar ger-mell an dindan e furm ar, hag an anv Gwerc'hez gant ur blotadur.
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.