Morgazh (ar)
Lakaet enlinenn d’an 18.02.2025,
daskemmet d’ar 14.03.2025.
daskemmet d’ar 14.03.2025.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Morgazh (ar), anv gourel.
Steredeg Leo hec'h anv skiantel. Heñvelsterioù : Leon (al), Lev (al).
Ar Morgazh (al Lev pe Leon) zo ur vras a steredeg hañval ouzh ul leon enni un tregont steredenn bennak; teir anezhe zo gouloù-kenan hag ar Rouanezig a reer eus an hini welevusañ: aes e vo dit kavout ar sterdenn-se pa vo ar Morgazh uhel en oabl (etre miz C’hwevrer ha miz Mezheven) dre dresañ ul linenn adalek rodoù a-dreñv Karr Arzhur dre bavioù arzh Kastell Karr Bras; div wezh gwelevusoc’h eo eget ar Sterenn ha glaswenn he gouloù; bezañ e c’hall bezañ damguzhet gant al loar pe gant planedennoù dre m’emañ war ar c’helc’htrova. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:19b) [Lenn : « ar C’hastell Karr Bras ».]
Krogom ’ta neuze gant ar rummad steredegi-se:
I) Ar Morgazh (al Lev) hag II) ar Gazeg (ar C’hevelled) hon eus komzet diwar o fenn. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:18a)
An Aerouant (lun 9) zo anezhañ ledanañ steredeg an oabl (emledañ a ra war ur c’hard outañ) ! E benn (a c’haller gwelet etre C’hwevrer ha Mae pergen), zo anezhañ ur strolladig stered lec’hiet hanter-hent etre ar Rouanezig ha Kian (eus ar C’hi Bihan); ul linenn o tremen dre pavioù a-raok ar Morgazh a ziraez ar penn-se. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:23a)
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.