Mentel

Lakaet enlinenn d’ar 06.03.2025,
daskemmet d’an 12.03.2025.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Mentel, anv benel.

(Steredouriezh.) Seizhvet azon eus an arouezkelc'h, hag a glot ouzh ar prantad eus an 23 a viz Gwengolo d’an 23 a viz Here. Heñvelster : Balañs.

Testeni

1988 : « Mentel » (Seubil-Kernaodour, 1988:17, 19b).

Evezhiadenn

« “Mentel” zo ur ger kozh evit “Balañsoù”. » (Seubil-Kernaodour, 1988:20a)

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.