Mentel (ar V.)
Lakaet enlinenn d’ar 24.02.2025,
daskemmet d’ar 05.01.2026.
daskemmet d’ar 05.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Mentel (ar V.), anv benel.
Steredeg Libra hec'h anv skiantel.
Ar Ventel: dindan treid ar Werc’hez emañ; n’eus enni steredenn welevus ebet hogen ar steredeg nemeti eo he defe ur steredenn wer: anvet ar Gwervaen (a c’heller diawelet gant al lagad diglav — da lavaret eo hep harp benveg sellet ebet). (Seubil-Kernaodour, 1988-b:20a)
Ne oa ket ar Ventel ur steredeg eus ar arouezkelc’h gwezhall. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:20a) [Lenn : « eus an arouezkelc’h ».]
Da gentañ penn e oa ar Ventel pavioù a-raok ar Grug. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:20a)
Evezhiadenn
« “Mentel” zo ur ger kozh evit “Balañsoù”. » (Seubil-Kernaodour, 1988-b:20a)
Testeni
1988 : « Mentel (ar V.): Libra » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26k).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.