Marc'h-Tirleur (ar)

Lakaet enlinenn d’an 29.12.2025,
daskemmet d’ar 07.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Marc'h-Tirleur (ar), anv gourel.

Divsteredenn eus steredeg Karr Arzhur, Mizar hec'h anv skiantel.

Karr-Arzhur (pe ar Seizh Ejen) zo seizh steredenn ouzh e ober: an div rod a-dreñv (o deus hon skoazellet evit kavout ar Sterenn hag an norzh), an div rod a-raok hag an tri marc’h (ar marc’h-ambilh en o fenn, ar marc’h-tirleur da eil hag ar marc’h-leur da drede). (Seubil-Kernaodour, 1988-a:17b)
Tost kichen ar marc’h-tirleur e kaver ar blenier, ur steredenn vihanoc’h, displann a-walc’h ar gouloù diouti, na weli nemet ma’z peus ur gweled mat; graet e veze ganti gwezhall evit prouata spister daoulagad an dud. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:17b)
An Dragon (pe Avank Du) zo anezhañ ur vras a steredeg amsplann a c’helli arvestiñ outi mat-tre adak diwezh miz Mae betek deroù miz Du. E lost a zisrann Karr Arzhur a-ziouzh Karr Ahez. Unan eus e steredennoù, Eflamm hec’h anv, lec’hiet etre Iz hag ar Marc’h-tirleur he deus diskouezet an norzh 4.000 bloaz zo hag henn gray en-dro a-benn 20.000 bloaz. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:18a) [Reizhadenn : « e-lec’h adak diwezh lenn adal diwezh… » (Seubil-Kernaodour, 1988-b:24b).]
Lez Don a gavi e beg ul linenn o vont diouzh rod a-raok Karr Arzhur (an hini nesañ d’ar Marc’h-tirleur), o tremen dre ar Sterenn, hag enni div wezh ar pellder etre an div steredenn-se: da lavaret eo emañ ar Sterenn keit-ha-keit etre Lez Don ha Karr Arzhur. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:18a)

Testeni

1988 : « Marc’h-Tirleur: Mizar » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26k).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.