Leon (al)

Lakaet enlinenn d’an 18.02.2025,
daskemmet d’ar 05.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. impl. stumm implijet el levrennadur.

Termenadur

Leon (al), anv gourel.

Steredeg Leo hec'h anv skiantel. Heñvelsterioù : Lev (al), Morgazh (ar).

Awechou gand eurvad he zellou a starde
War an teir stereden galvet an tri roue ;
Pe war an Ours-Vihan, Sirius, an Ours-Vraz,
War ar C’haor, an Dragon, al Léon ha Pegaz.
(Kadioù, 1886:12)
Ar Morgazh (al Lev pe Leon) zo ur vras a steredeg hañval ouzh ul leon enni un tregont steredenn bennak; teir anezhe zo gouloù-kenan hag ar Rouanezig a reer eus an hini welevusañ: aes e vo dit kavout ar steredenn-se pa vo ar Morgazh uhel en oabl (etre miz C’hwevrer ha miz Mezheven) dre dresañ ul linenn adalek rodoù a-dreñv Karr Arzhur dre bavioù arzh Kastell Karr Bras; div wezh gwelevusoc’h eo eget ar Sterenn ha glaswenn he gouloù; bezañ e c’hall bezañ damguzhet gant al loar pe gant planedennoù dre m’emañ war ar c’helc’htrova. (Seubil-Kernaodour, 1988:19b) [Dre fazi, e-lec'h : « ar C’hastell-Karr Bras ».]
Penn a-raok al leon a vez graet ar Falz anezhañ a-wezhioù; beg e lost zo Palou, ur steredenn a Strinkvaen ar Werc’hez (a-gevret gant Mazh, Gowenn ha Kaval). (Seubil-Kernaodour, 1988:19b)

Testeni

1988 : « Leon: Leo » (Seubil-Kernaodour, 1988:26k).

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm implijet el levrennadur diouzh e stumm brezhonek : Yann Kadioù, st. impl. Jean Cadiou.

Oberennoù ha pennadoù

  • Cadiou, Jean : 1886. Ivona. Montroulez : A. Chevalier.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.