Kurunenn (ar G.)

Lakaet enlinenn d’an 30.12.2025,
daskemmet d’ar 07.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Kurunenn (ar G.), anv benel.

Hollad steredennoù eus steredeg an Alarc'h, Albireo e anv skiantel, ennañ ur reizhiad teir steredenn hag ur steredenn all distag diouzh ar reizhiad-se.

Ar Gurunenn zo unan eus ar c’haerañ divsteredennoù a c’heller arvestiñ oute diwar-bouez ur c’hevellunedenn. (Seubil-Kernaodour, 1988:22a)

Testeni

1988 : « Kurunenn (ar G.): Albireo » (Seubil-Kernaodour, 1988:26k).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.