Gwareger

Lakaet enlinenn d’ar 06.03.2025,
daskemmet d’ar 07.03.2025.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

Gwareger, anv gourel.

(Steredouriezh.) Navvet azon eus an arouezkelc'h, hag a glot ouzh ar prantad eus an 23 a viz Du d’an 21 a viz Kerzu. Heñvelsterioù : Saezhataer, Saezher.

Testenioù

1931 : « Gwareger » (Vallée, 1931:670b, pg. « Sagittaire »). 1988 : « Gwareger » (Seubil-Kernaodour, 1988:17, 19b).

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Vallée, François Vallée.

Oberennoù ha pennadoù

  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.
  • Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Impr. commerciale de Bretagne.