Gowenn
Lakaet enlinenn d’an 30.12.2025,
daskemmet d’an 08.01.2026.
daskemmet d’an 08.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Gowenn, anv benel.
Divsteredenn eus steredeg ar Werc'hez, Spica hec'h anv skiantel.
Penn a-raok al leon a vez graet ar Falz anezhañ a-wezhioù; beg e lost zo Palou, ur steredenn a Strinkvaen ar Werc’hez (a-gevret gant Mazh, Gowenn ha Kaval). (Seubil-Kernaodour, 1988-a:19b)
Emañ ar Werc’hez war he c’hein a-hed ar c’helc’htrova; emañ he fenn dindan lost al Lev, doare ganti da sellet ouzh KerDudwall.
Gowenn, he steredenn welevusañ, a gavi dre astenn gwaregenn tri marc’h Karr Arzhur etrezek Mazh. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:20a) [Lenn : « KerDudwal ».]
Ar strollad Mazh, Gowenn, Kaval ha Palou a vez graet Strinkvaen ar Werc’hez anezhañ. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:20a)
Ar Vran (lun 9) zo ur gaer a steredeg a gavi dindan penn ar Werc’hez; durc’haet eo he beg etrezek Gowenn. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:23a)
Testeni
1988 : « Gowenn: Spica » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26a).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.