Govanon

Lakaet enlinenn d’an 31.12.2025,
daskemmet d’ar 07.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Govanon, anv gourel.

Reizhiad teir divsteredenn eus steredeg ar Gazeg, Castor hec'h anv skiantel.

Ar Gazeg (pe ar C’hevelled), steredeg enni un ugent bennak a stered, en o zouez Govanon (gwenn) hag Amaezhon (orañjez ha skedusoc’h). (Seubil-Kernaodour, 1988:24a)
Div hentenn da gavout ar Gazeg:
— pe dre astenn war-dreñv beskellenn gKarr Arzhur;
— pe dre ar warenn-gelc’h o tremen dre ar Saezh, Govanon, Amaezon, Kian ha steredenn ar C’hi.
(Seubil-Kernaodour, 1988:24a)

Testeni

1988 : « Govanon: Castor » (Seubil-Kernaodour, 1988:26a).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.