Gevelled (ar C'h.)

Lakaet enlinenn d’an 20.02.2025,
daskemmet d’ar 05.03.2025.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Gevelled (ar C'h.), anv lies.

Steredeg Gemini hec'h anv skiantel. Heñvelsterioù : Daou Vreur Gevell (an), Kazeg (ar G.).

Ar Gazeg (pe ar C’hevelled), steredeg enni un ugent bennak a stered, en o zouez Govanon (gwenn) hag Amaezhon (orañjez ha skedusoc’h). (Seubil-Kernaodour, 1988-a:24a)
Krogom ’ta neuze gant ar rummad steredegi-se:
I) Ar Morgazh (al Lev) hag II) ar Gazeg (ar C’hevelled) hon eus komzet diwar o fenn.
(Seubil-Kernaodour, 1988-b:18a)

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.