Druilhad bras ar C'haour

Lakaet enlinenn d’an 30.12.2025,
daskemmet d’ar 07.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Druilhad bras ar C'haour, anv gourel.

Gronnad boulek a stered e steredeg ar C'haour.

Pa vez sklaer an noz e c’heller gouwelet (s.o. al lun 6) ur “steredenn” wan ha dispis a zo evit gwir un druilhad ennañ miliadoù ha miliadoù a stered hag a anver Druilhad Bras ar C’heur. (Seubil-Kernaodour, 1988:22b-23a)

Testeni

1988 : « Druilhad bras ar C’heur: M13 » (Seubil-Kernaodour, 1988:26a).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.