Daoulagad ar C'hazh

Lakaet enlinenn d’an 03.01.2026,
daskemmet d’ar 07.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Daoulagad ar C'hazh, anv lies.

Hollad stered eus steredeg ar Grug, ur reizhiad teir steredenn, Shaula hec'h anv skiantel, hag ur steredenn all, Lesath hec'h anv skiantel, ouzh e ober.

Merkañ a ri:
ar Mael Ruz (pe Priñs Ruz), ur geursteredenn welevus-tre, arruz he liv hag a zo arabat he c’hammgemer evit ar blanedenn vMeurzh (ruz ivez);
Daoulagad ar C’hazh, anezhe ur c’houblad steredennoù e lost ar Grug, tost-tre an eil d’egile.
(Seubil-Kernaodour, 1988-b:20b)

Testeni

1988 : « Daoulagad ar C’hazh: Shaula-Lesath » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26a).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.