Awen (an)
Lakaet enlinenn d’an 30.12.2025,
daskemmet d’ar 07.01.2026.
daskemmet d’ar 07.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Awen (an), anv benel.
Steredenn eus steredeg an Delenn, Vega hec'h anv skiantel.
An Delenn zo ur steredeg vihan hañval ouzh un delenn dezhi div godenn. War unan anezhe e verki an Awen, pempet gwelevusañ steredenn, glaswenn he liv hag a c’heller spislec’hiañ a-drugarez da benn an Dragon a zo bannet etrezek enni. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:22a) [Reizhadenn : « e-lec’h div godenn lenn div gordenn » (Seubil-Kernaodour, 1988-b:24b).]
Hewel e vez bemnoz, etre miz Mae ha miz Du pergen; a-vec’h ma spin an dremmwel p’emañ en hec’h izelañ; an Awen a ziskouezo an norzh a-benn 12.000 bloaz. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:22a)
Ar strollad Erer Penwern, Hez hag an Awen a vez anvet Tric’horn ar Verdeidi. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:22b)
Ar C’heur: diaes eo ar steredeg-mañ da spislec’hiañ dre ned eo ket gwall lemm ar stered a zo ouzh hec’h ober: klask ’ta hanter-hent etre an Awen ha Klerwi ur pevarzueg, stumm ur begel-bolz dezhañ. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:22b)
E-kichen Drestan e verzi ur steredeg a bouez: Karr an Ankoù, enni ur steredenn velen, anvet ar Saezh, hogos ken lemm hag an Awen, hag a c’heller gwelet a-hed ar bloaz; evit kavout anezhi, astenn ’ta war-dreñv al linenn a dremen dre rodoù dehoù Karr Arzhur (gw. p.20-21). (Seubil-Kernaodour, 1988-a:24a)
[Implijet ent-krenn.]
Sell ’ta ouzh Mazh (e steredeg KerDual) hag ouzh Awen (e steredeg an Delenn), an hini gentañ zo arruz, an eil glas. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:23b)
10.000 derez zo war gorread Awen ha 4.000 hepken war Mazh. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:23b)
Testeni
1988 : « Awen (an): Vega » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26a).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.