rollañ
Lakaet enlinenn d’ar 04.03.2023,
daskemmet d’ar 06.03.2023.
daskemmet d’ar 06.03.2023.
Berradurioù : emb. gt. embannet gant ; rp. rannbennad ; s. o. sellet ouzh.
Termenadur
rollañ, verb trazeat eeun hag antrazeat.
Verb trazeat eeun. (Diwar-benn ur gensonenn r bennak.) Distagañ dre lakaat beg an teod pe an hugenn da zaskrenañ. kabouilhat. Heñvelster : ruilhal. Enepster : riklañ.
R a vez risklet gant tud ’zo (ur gensonenn c’hourlañchenn eo neuze, da dostaat ouzh H) ha rollet gant tud all (ur gensonenn-gorzailhenn da dostaat ouzh C’H eo neuze). (Kervella, 1947:rp. 23)
Evezhiadenn : evit ar sterioù hag an implijoù all, s. o. eil embannadur ar geriadur brezhoneg unyezhek emb. gt. An Here (Menard ha Kadored, 2001).
Gerdarzh
Diwar ar pennanv roll hag al lostger -añ.
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Kervella, Frañsez : 1947. Yezhadur bras ar brezhoneg. Skridoù Breizh.
- Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Plougastell-Daoulaz : An Here.