puñsañ
daskemmet d’an 19.06.2022.
Berradurioù : emb. gt. embannet gant ; niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; s. o. sellet ouzh ; st. eb. stumm etrebroadel ; ub. unan bennak ; udb. un dra bennak.
Termenadurioù
puñsañ, verb trazeat eeun hag antrazeat.
- Verb trazeat eeun. Kemer udb. a zo ezhomm.
- (Diwar-benn al liñvennoù.)
– (Dre skeudenn-lavar.)
Neuze traoniennou Kerne a c’hlastero eur vech c’hoaz; neuze hor c’halounou, sarret hirio en bor c’hreiz, a zigoro c’hoaz gant bleun an ed hag ar guez evit punsa ar gliz a ro iec’hed ha joausted. (Nedelec, 1876:256b)
- (Diwar-benn an aer.)
Echui a rin dre gomzou eun den devod ginidic euz a gichen maner Kerodern. En he vugaleach en deuz punset ar memes ear yac’h ha santel. (Drézen, 1879:291)
Ha n’o peuz-hu ket, var ribl ar memes mor, punset eun hevelep ear ganthan ? (Drézen, 1887:1a)
- (Diwar-benn un dra difetis.)
Puñsañ udb. eus ag udb. all.
Goude beza tremenet he iaouankiz el labourou ar re denna, pa en em zantas galvet d’ar velegiach, ez eas da bunsa ar skianchou sacr euz a genteliou ar brofessored gouezieg a Rom, hag e voue beleget e Sant-lan-Latran. (Feiz ha Breiz, niv. 465, 1873:378a)
Puñsañ udb. en udb. all.
Hervez ali hon Tad Santel ar Pab, ni a boanio ivez da bunsa bemdez eun nerz nevez el le en deuz great hor Zalver da zigoll he labourerien. (Feiz ha Breiz, 3de rumm, niv. 6, 1877:42a)
Puñsañ udb. en ub.
E Padrig en deus Kolomban puñsaet uvelded, blaz ar bedenn, ar yun hag al lusk misioner. (Kannadig Imbourc'h, niv. 61, 2009:8a)
- (Diwar-benn al liñvennoù.)
- Verb antrazeat. Tennañ eus un dolzennad liñvenn ur c'hementad anezhi war-bouez un endalc'her.
Petra da zonjal d’euz an doare iskis-se d’en em gastiza, d’en em vrevi gant benviachou, instrumanchou spountus evelse ! e scoas ma ’z-eo hor lammigou dudius-ni hag hor plomennou da bunsad ken ingal ! ! (Feiz ha Breiz, 3de rumm, niv. 34, 1879:268b)
Puñsañ en udb.
- (Dre skeudenn-lavar.)
Discoezet o deuz ive, evel brema e zeuz daou c’hant vloaz, ar memez feiz, ar memez mall da zont da bunsa en eienen-ze a c’hrassou ha na zisec’h morse. (Feiz ha Breiz, niv. 288, 1870:211a)
- (Dre astenn-ster.) Kemer ar pezh a zo ezhomm.
Setu perak. e ranko eur Syndicat respeti hor Religion e pehini e punsomp, e kavomp an nerz ag hor poulz d’ar vat, var zu ar pez zo guir a leal. (Kannad Arvor, niv. 1480, 1908:1e)
Kontrol eus Bro-Saoz, o tipoblaat emañ Bro-C'hall, hag eviti Breizh a zo un arboellad-tud e-lec'h n'eus nemet puñsañ. (Poupinod, 1947:12)
Evit kompren mat petra a zegas deomp ar studiadenn nevez-se e lavarin nemetken e vijen-me chomet berr hep ar Berr p' am eus komzet pe skrivet e brezhoneg diwar-benn ar Pesketaerezh e Breizh rak, da skouer, n'em boa kavet anv ebet evit ar « gadus aeglefinus » hag heñ an hini eo a roas din an anv « azenn » a ra gantañ paotred Kernev. Hiviziken hor bo, eta, ur vammenn ma c'hellimp mont da buñsañ enni pa vo kaoz ganeomp eus pesked. (Andouard, 1970:305)
- (Dre skeudenn-lavar.)
Evezhiadenn : evit ar sterioù hag an implijoù all, s. o. eil embannadur ar geriadur brezhoneg unyezhek emb. gt. An Here (Menard ha Kadored, 2001).
Gerdarzh
Diwar ar pennanv puñs hag an dibenn verb -añ.
Levrlennadur
Aozerien hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Mikael an Nobletz, Michel Le Nobletz ; Yann Boupinod, Yann Poupinot.
Kazetenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Kannad Arvor, Le Courrier du Finistère.
Kelaouennoù ha kazetennoù
- Feiz ha Breiz
- niv. 288, 6 a viz Eost 1870, « Mission Dirinon », p. 210-212.
- niv. 465, 27 a viz Kerzu 1873, « Kemper, 27 Kerzu 1873 », p. 377-378.
- 3de rumm, niv. 6, 7 a viz Ebrel 1877, « Eul lizer digant ar pab », p. 41-22.
- 3de rumm, niv. 34, 23 a viz Eost 1879, « Buez souezus hag estlamus eur C’hoanenn dianavezet », p. 267-270.
- Kannadig Imbourc'h, niv. 61, Mae-Gouhere 2009, « Sant Kolomban, ur C’helt », p. 8-10.
- Le Courrier du Finistère, niv. 1480, 23 a viz Mae 1908, « Tachenn ar Iaouankiz », p. 1.
Oberennoù ha pennadoù
- Andouard, Loeiz : 1970. « " Ichtyonymie bretonne " gant Alan Gwenog Berr. Levrenn I - 1970 ». Al Liamm, niv. 141, 1970. P. 305-306.
- Drézen, A. : 1879. Buez dom Michel Nobletz, missionner hag abostol braz Breiz-Izel. Brest : J. B. hac A. Lefournier.
- Drézen, A. : 1887. « Buez dom Michel Nobletz, missionner hag abostol braz Breiz-Izel ». Le Courrier du Finistère, niv. 379, 7 a viz Mae 1887. P. 1.
- Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Plougastell-Daoulaz : An Here.
- Nedelec : 1876. « Eun oferen hanter noz er blavez 93 ». Feiz ha Breiz, 2l rumm, niv. 32, 30 a viz Gwengolo 1876. P. 256.
- Poupinod, Yann : 1947. « Divroerezh ar Gelted en amzer-vremañ ». Al Liamm, niv. 4, nevez-amzer-hañv 1947. P. 6-13.